8 Feb, 2016 / 0
Palioù ar raktres Serlet a zo ; a) reiñ da anavezout ha brudañ 7 yezh rannvro eus peder Stad eus an Unvaniezh (Frañs, Gres, Spagn, Italia), b) dedennañ muioc’h a dud gant sevenadurioù 7 rannvro europat dre reiñ tro dezho da zeskiñ o yezhoù en un doare aes ha plijus, c) reiñ da anavezout ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro en Europa a-bezh, d) sikour ma vo anavezet gwelloc’h pegen liesseurt eo sevenadurioù Europa, e) kinnig liammoù kenetre bed an deskadurezh ha hini al labour (war dachenn an touristerezh peurgetket), f) kinnig binviji nevez – savet diwar teknologiezhioù modern – evit ar poellgomzerioù, an tablerioù ha gant ul lec’hienn internet etrewezhiat.